Ur c'homenad kehentiñ eo NetBIOS.

Istor kemmañ

Ergrafet e oa bet NetBIOS (Network Basic Input/Output System) e 1985 gant IBM ha gwellekaet evit ar rouedadoù bihan hag evit ar rannañ restroù.

Berzh ar c'homenad-se a zeu ivez eus kiriegezh Microsoft en doa krouet un handelv askouezh anvet NetBEUI (Net BIOS Extended User Interface) hegerz gant holl reizhiadoù korvoiñ ar c'hevredad-se.

Hollidigezhioù kemmañ

Kontrol da gomenadoù all evel TCP/IP ne c'hell NetBIOS en em geñveriañ ouzh ar patrom OSI. Aes-tre eo lakaat anezhañ da dalvezout war ur rouedad hogen n'eo ket routaüs (ne vije ket lank ober gantañ evit un etre-rouedad). Arverañ a ra anvioù NetBIOS da hennadiñ ar staelioù war ar rouedad hep ardeiñ ennegoù meziantel. Ne vez graet neuze gantañ nemet un diarunusted anvioù war-zu ennegoù MAC. Ouzhpenn e vez ardoet alies an diarunusted-se gant ar stael e-unan a gas war ar rouedad ur skignerezh.

An anvioù NetBIOS kemmañ

Pep stael eus ur rouedad NetBIOS a zo dezhañ un anv dibar. Divizet e vez e anv gant an arveriad ha ne c'hell bezañ hiroc'h eget un anv 15 nod. Galloud a ra an anvioù NetBIOS kaout enne an holl nodoù lizhersifrennel hag ouzhpenn an nodoù evel-henn :

! @ # $ % ^ & ( ) - _ ' { } ~

N'eo ket gallus d'ober gant nodoù rumm evel ar steredennig (*) hag ar poent-goulenn (?) eleze ar re e arverer anezhe evel nodoù genadel.

Disaliet eo ober gant an esaou e-barzh an anvioù NetBIOS petra bennak ma vije arloadoù gouest d'o ardeiñ.

Pep stael e vez dalc'het gantañ ur rezi (array) gant mennegoù anvioù NetBIOS/ennegoù MAC an holl ardivinkoù ar rouedad.

E pelec'h kemmañ anv ur stael kemmañ

Pep reizhiad korvoiñ a ro al lank da zeverkañ un anv d'ar stael. Da skouer gant Microsoft XP e c'heller ober evel-henn :

War an arlun "Stael labour", klikit war afell dehoù al logodenn. Diuzit "perzhioù" e-traoñ ar roll. Klikit da c'houde war "Anv an urzhiataer". Amañ eo e c'helloc'h kemmañ pe zeverkañ avn ar stael.

Arouezadurioù all NetBIOS kemmañ

Ur c'homenad didres eo NetBIOS hag eo ouzhpenn nebeut liper gant loazoù an urzhiataer. Setu perrak eo c'hoazh arveret kenañ (kenderc'hadoù Microsoft, IBM, Novell).

En em ziorret o deus an APIoù (Application Programming Interface) NetBIOS war an urzhiataerioù PC (Personnal Computer) da gevaraezañ un dizalc'hted diouzh komenad al liveoù a-is.

Hegerz eo NetBIOS e genidik bolc'hennet e-barzh iriennoù LLC (802.2), pe volc'hennet e-barzh IPX pe TCP/IP. E-mod-se e c'hell an iriennoù NetBIOS bezañ dezouget gant ar c'homenadoù TCP/IP, IPX/SPX ha NetBEUI.