Nguyễn Hữu Thọ
Nguyễn Hữu Thọ (bet ganet d'an 10 a viz Gouere 1910 - aet da anaon d'ar 24 a viz Kerzu 1996) a oa bet Prezidant da c'hortoz Republik Sokialour Viêt Nam adal miz Meurzh 1980 betek miz Gouere 1981.
Kaset en doa da benn e studioù alvokad er deskadurezh c'hall e Chochin-Sina hag ezelañ a reas ouzh ar Strollad Sokialour Gall ha stourm evit dieubidigezh Viêt Nam ha bac'het e oa bet etre 1950 ha 1952.
Diwezhatoc'h e savas a-du gant Kenemglev Geneva sinet e 1954 en ur sevel a-enep da Brezidant Su Viêt Nam, Ngô Đình Diệm. Harzhet e oa bet adarre e 1954, ar wezh-mañ gant gouarnamant Su Viêt Nam, ha menel a reas en toull betek 1961 pa deuas a-benn da dec'hel kuit ac'halese.
Ur wezh dieub, e teuas Nguyễn Hữu Thọ da vezañ Kadoriad Poellgor Kreiz an Talbenn evit an Dieubidigezh Vroadel hag e 1969 Kadoriad Kuzul Kengor Kuzuliañ Gouarnamant Dispac'hel da C'hortoz Republik Su Viêt Nam ha kenderc'hel a reas er c'harg-se a post betek ma oa bet enteuzet Su Viêt Nam e Norzh Viêt Nam da geñver adunvanidegezh an div vro e 1976.
Er Viêt Nam nevez-unanet e oa bet anezhañ unan eus an daou eil-prezidant betek marv Tôn Đức Thắng, pa oa bet anvet Prezidant da c'hortoz (miz Ebrel 1980 - miz Gouere 1981) ha kenderc'hel a reas war ar post-se betek ma oa bet anvet Trường Chinh da Brezidant ar vro.
Da c'houde e teuas da vezañ Kadoriad ar Vodadeg Vroadel betek 1987.
Roet e oa bet dezhan Priz Lenin ar Peoc'h e 1983.