Nicéphore Niépce
Nicéphore Niépce (ganet Joseph Niépce), d'ar 7 a viz Meurzh 1765 hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Gouhere 1833, a oa un ijiner gall. Kontet eo da vezañ bet krouer al luc'hskeudennerezh hag un difraoster war dachenn ar skiant-se. Niépce en devoa diorroet an heliografiezh, un doare implijet gantañ, an hini koshañ en istor Mab-Den evit ober luc'hskeudennoù, e 1825. E 1826 pe 1827 e implijas un tenner-poltriji kentidik hag e savas ar poltred koshañ eus traoù gwirion. E-touez ijinadennoù lies Niépce e oa ivez ar Pyréolophore, ar c'hentañ keflusker dre loskadur diabarzh, hag a vo empentet, krouet, ha savet gantañ hag e vreur koshañ Claude.