Digeriñ al lañser pennañ

Sevenerez filmoù ha stourmerez, ganet eo bet Nicole, Marie, Valentine Le Pape e 1942 e Plogastell-Sant-Jermen. Labouret he deus a-hed he buhez gant he fried Félix Le Garrec.

E 1970 he deus Krouet an ti-produiñ UPCB "Unité de Production Cinematographique en Bretagne" gant he fried ha René Vautier.

1977 krouidigezh "Filmoù Breizh"

1981 e teu da wir Stal Rannvroel Sinema Breizh gant skoazell Minister ar sevenadur (Jack Lang a oa Ministr) evit stummañ filmaozourien yaouank.

EnorioùAozañ

Anvet eo bet marc'hegez Lejion a enor Frañs d'an 31 a viz Kerzu 2013.

Resevet he deus, asambles gant he gwaz, Kolier an Erminig e Naoned e [[2014]).

OberennoùAozañ

Nicole a gemeras perzh e filmoù gant René Vautier :

- 1970 Les ajoncs, aktourez

- 1972 Avoir 20 ans dans les Aurès, skriptourez. Bet en deus ar film Priz af filmvarnourien etrebroadel e Cannes.

- 1975 La folle de Toujane, kensevenerez

Sevel a reas Gant he fried Félix Le Garrec

  • diaporamaoù :

- La langue bretonne

- Le remembrement

- Ouessant

- Olympic bravery, etc

  • teulfilmoù :

- 1977 Diwan

- 1978 Mazoutés aujourd'hui

- 1979 Santik du

- 1980 Plogoff, des pierres contre des fusils

- 1984 La chapelle de Languivoa

- 1987 L'ouragan

- 1990 Les enfants dauphins

- 1992 La porte du Danube

- 1993 Opération livres Mali


MammennoùAozañ

  • ABP (Agence Bretagne Presse).
  • Bretagne Culture Diversité-Sevenadurioù.
  • Skol-Uhel ar Vro
 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ