Nicole de Blois
Nicole de Châtillon pe Nicole de Blois, ganet war-dro 1424, marvet goude an 3 a viz Genver 1480, a oa kontez Pentevr adalek 1454 betek 1479.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Charles de Châtillon, aotrou Avaugour, ha da Isabeau de Vivonne. Bez e oa ivez beskontez Limoges.
Nizez e oa da Jean de Châtillon , lesanvet Jean de L'Aigle, ha hêrez e voe dezhañ en 1454. Goude -se e voe hêrez ur eontr divugel all. D'an 3 a viz Genver 1480 e werzhas he gwir war gurunenn Breizh d'ar roue gall Loeiz XI evit 50.000 lur.
Dimeziñ ha bugale
kemmañE 1437 e timezas da Jean II de Brosse, kont Pentevr (1423-1482). Bugale o doe, hag en o zouez:
- Jean III de Brosse, +1502
- Antoine, dimezet en 1502 da Jeanne de La Praye
- Pauline dimezet en 1471, e kastell Boussac, da Jean de Bourgogne, dug Brabant
- Claudine dimezet en 1485, e Moulins, da Philippe II de Savoie, dug Savoia
- Bernarde dimezet en 1474 da Guillaume VIII de Montferrat, markiz Montferrat
- Hélène dimezet en 1483 gat Boniface IV de Montferrat, markiz Monferrat .
Notennoù
kemmañ