Niels Bohr
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Niels Henrik David Bohr (7 a viz here 1885 18 a viz du 1962) a oa ur fizikour a vro Zanmark.
Ganet oa e København, mab da g/Kristen Bohr
ha Ellen Adler, breur da Harald Bohr (matematikour brudet).
Studiañ a reas e skol-veur Kopenhagen ha tapout a reas e
ziplom doktor e 1911. Renet ' voe e labourioù e Manchester
(Rouantelezh Unanet) gant Ernest Rutherford. O heuliañ
teoriennoù Rutherford e embannas e 1913 ur patrom eus an
atom. An deorienn-se a zoaree an atom 'vel un nukleus lec'h
ma troe gwiskadoù elektronoù tro-dro, ar gwiskadoù pellañ o
vezañ paotoc'h e elektronoù hag o reiñ e berzhioù kimiek d'an
atom. Gouest eo an elektronoù da dremen eus ur gwiskad d'egile
en ur skignañ ur foton. Teorienn Niels Bohr a ziazez ar
mekanikerezh Kantik.
Anvet e voe Niels da gelenner e 1916 e skol-veur Kopenhagen hag e 1920 e teuas da vezañ rener "ensavadur ar fizik teorikel" nevez savet.
Roet e voe dezhañ priz Nobel ar fizik e 1922 evit e araokadennoù diwar-benn ar mekanikerezh kantik. Da heul e c'hounezas forzh a brizioù evit e enklaskoù.
E 1943 e tec'has kuit Bohr eus Bro Zanmark, ac'hublet d'ar mare-se gant an armeoù Alaman, etrezek ar Stadoù Unanet (o tremen dre Vro Sveden ha Londrez)). Labourat a reas neuze e Los Alamos war ar raktres "Manhattan" (evit sevel ur vombezenn nukleel).
Ur wech echu ar brezel e tistroas da Gopenhag hag e stourmas evit un implij peoc'hus eus an energiezh nukleel, dreist holl dre savidigezh labourva broadel Risø e 1956.
Mervel a reas e Kopenhag d'an 18 a viz du 1962. Evit reiñ enor dezhañ e voe anvet an elfenn gimiek nivenn 107 Bohrium.