Nikolay Prjevalsky

Nikolay Mikhaylovich Prjevalsky (Rusianeg: Никола́й Миха́йлович Пржева́льский), pe Przewalski e anv gwirion, ganet d'an 12 a viz Ebrel 1839 ha marvet d'ar 1añ a viz Du 1888, a oa un douaroniour hag un ergerzher rusian brudet evit bezañ bet studiet Kreiz ha Reter Azia. Biken ne oa deuet a-benn da dizhout e bal pennañ, kêr santel Lhasa e Tibet, met deuet e oa a-benn memestra da veajiñ dre rannvroioù chomet dianav da dud ar C'hornôg. Evel-se ez eas dre Norzh Tibet, Amdo (Qinghai bremañ) ha Dzungaria (norzh Xinjiang hiziv).

Nikolay Prjevalsky poltred ofisiel ha sinadur eus 1888.

Nikolay Prjevalsky en doa sikouret kalz anaoudegezh an Europeiz da geñver Kreiz Azia ha bez e voe ar c'hentañ European da vezañ bet diskrivet ar ouenn kezeg gouez brudet gant an anv Kezeg Prjevalsky.

Ar Marc'h brezelAozañ

Przevalsky en devoa kinniget da bennoù uhel impalaeriezh Rusia lakaat pobladoù "brizh-tud" boudist ha muzulman Kreiz Azia a-enep galloud Sina. Ur wech kroget an emsavioù e vefe disklêriet brezel da Sina gant Rusia ha gant ur bagadig soudarded rusian e vefe aloubet Turkestan d'an nebeutañ.

MojennoùAozañ

Lod tud a gred dezho e vefe Jozef Stalin ur mab bastard da Nikolay Prjevalsky. Ar vojenn a zo diazezet war tresoù damheñvel dremmoù an daou zen. N'eus prouen istorel ebet a ziskouezfe e vefe bet Nikolay Prjevalsky o weladenniñ Jorjia.