Nirvana (strollad sonerezh)

strollad sonerezh rock stadunanat
(Adkaset eus Nirvana)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur strollad rock-grunge oa Nirvana, savet e 1987 hag echu e 1994 goude emzistruj penn ar strollad, Kurt Cobain oa e anv. Hollvrudet eo ar strollad, gant tonioù rock eus ar c'hevier, dindan zouar, er c'hardioù, punk, o skrijal mesket gant ar gitarioù skiltr leun a larsen. Bet awenet en e oad tener gant startijenn sonerezh rock ar bloavezhioù 70,80 evel Patie Smith, Janies Joplin, hag all...

Nirvana
strollad rock, strollad sonerien
Deiziad krouiñ1987 Kemmañ
Deroù ar prantad labour1987 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1994 Kemmañ
PladennrolladurNirvana discography Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'h diazezAberdeen Kemmañ
Tachennalternative rock, Grunge Kemmañ
Label sonerezhColumbia Records, Warner Bros., Sub Pop Records, Warner Music Group Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://nirvana.com/ Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Nirvana (band) members Kemmañ
Krist Noveselic ha Kurt Cobain war-dro 1992.

Savet e oa bet ar strollad ba Aberdeen ba Stad Washington, er reter eus SUA. Ar re gentañ bar strollad oa: Kurt Cobain (kan ha gitar), Krist Novoselic (gitar-boud) ha Chad Channing (batiri). Gant 600 $ argant chakod e savjont an albom Bleach, e ti ul label dizalc'h ba Seattle (Sub Pop), evit-fed ar c'hoñvers n'eo ket re rust, met "barnet" mat eo a-benn 'r fin.

Laket o doa Dave Grohl da erlec'hiañ Chad Channing, hemañ ne oa ket ken evit kontantiñ an daou re all, hag embannet o doe un eil bladenn, Nevermind. Kalz gwelloc'h ar son anezhañ neuze, a-drugarez d'un enrolladenn a galite (gant Butch Vig), ur seurt son pop gantañ. Pezh na blijo ket da gKurt tamm ebet. Enrollet eo bet dindan ar label Geffen Records, ur c'hoarvoud a-bouez ha dic'hortoz kaer evit leurenn bed ar sonerezh hag a goñsakro labelioù dizalc'h hag ar grunge... Klevet e veze Smells Like Tenn Spirit (pennganaouenn an albom) hogos ur wech bep eurvezh war MTV, un himn eo deuet da vezañ hag razh an dud a anve bremañ c'hoazh seniñ ar bommoù kentañ gant ar gitar.

Etre an Nevermind hag In Utero e oa bet embannet ur strobad kanaouennoù anvet Incesticide, ur seurt meskaj eo gant torkadoù kanaouennoù chomet diembann betek-henn, pe gant fasoù B ivez. An dra-se o doa graet evit lakat ar selaouerien da c'hortoz ul lajiad.

E 1993 o doa embannet In Utero, startoc'h da selaou er penn kentañ evit ar re n'int ket kustumet deus seurt kanaouennoù ha sonioù, sed dres ar pezh a venne Nirvana seveniñ. Berzh bras zo bet gantañ e-keñver ar c'hritik hag ar c'henwerz, pezh a lakae Kurt Cobain da vezañ lakaet diaes, hemañ a venne splujañ en dianav en-dro. Ne c'houzañve ket ar brud ken, en arbenn ma oa gant kudennoù drammaj, hag gant e wreg, ur stipen seksi, a dene splet eus kement degouezh a oa evit diskouez beg hi fri d'ar babarazied.

Enrollet ez eus bet e 1993 un abadenn "unplugged" e-barzh studioioù MTV, diwezhatoc'h e vo graet ur bladenn deuzouti. Ar sonadeg-mañ a ziskouez un dremm-all eus ar strollad, un arvez akoustikel hag a brou e oa Nirvana ouzhpenn ur strollad rock klasel, espar e oa...

Goude emzistruj Kurt Cobain d'ar 5 a viz Ebrel 1994, e oa echu gant ar strollad. Hogen diamzerel eo deuet ho sonerezh da vezañ, hag e plij kement c'hoazh d'ar remziadoù deuet da heul, un tammig evel ma ra ar Beatles.

Bez' oa Pat Smear (gitar) ba'r strollad n'eus ket pell a-raok marv Kurt.

Pladennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • Bleach (1989)
  • Nevermind (1991)
  • Hormoaning (1992, nemet ba Japan ha ba Aostralia)
  • Incesticide (1992)
  • In Utero (1993)
  • MTV Unplugged in New York (1994)
  • From the Muddy Banks of the Wishkah (live) (1995)
  • Nirvana (2002) (anvet ivez Best Of 1988-1994)