Nisida
Nisida zo un enezenn vihan e pleg-mor Napoli en Italia, dezhi stumm ur c'helc'h gant un treuzkiz a 500 metrad.
Stad | Italia |
---|---|
E tiriad | Bagnoli |
War ribl | Mor Tirrenia |
Lec'hiadur | Flegree |
Daveennoù douaroniel | 40°47′43″N 14°9′48″E |
N'eo ket digor an enezenn d'an dud, implijet e vez gant an aerlu hag ivez evel un toull-bac'h krouet e 1934 evit ar vugale (dindan 18 vloaz).
E gwirionez n'eo ket un enezenn ken, pa'z eo stag ouzh an douar bras gant un hent.
-
Nisida, gwelet eus an douar-bras
Istor
kemmañEn Henamzer, da vare ar Republik roman, e veze aozet predoù bras e ti ar mondian Lucullus en enezenn.
Er VIIvet kantved e vije bet ur manati ma oa un abad anvet Hadrian, pe Adrian, eus Canterbury, hag a voe abad Christchurch, e Dorset. Hervez Bede e oa Hadrian-se a orin Berber, eus Africa, gresianeger, hag abad ur manati nepell diouzh (non longe a Neapoli).
E 2013 e voe dilezet an enez gant an NATO, a laoskas he lec'h gant morlu Italia. [1]
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (it) La NATO lascia Nisida e riconsegna la base alla Marina, war analisidifesa.it, 01/08/2013