Nitokris (e gregach Νίτωκρις) a oa ur faraonez damvojennel e Henegipt. Brudet eo da vout war un dro ar faraonez kentañ ha diwezhañ faraon ar C'hwec'hvet tierniezh. Meneget eo hec'h anv gant Herodotos.

Hervez egiptologourien, evel Joyce Anne Tyldesley, e vije bet merc'h d'ar faraon Merenrê Iañ ha d'e bried Neith. Renet he dije goude marv he fried drouklazhet, Merenrê-Nemtyemsaf (Merenrê II), e-pad daouzek vloaz hervez Manéthon, pe daou vloaz hervez papyrus Torino (4.8). Hervez an istorourien a anavez ar rouanez he dije renet etre daou ha pemp bloaz, etre -2152 ha -21502. hervez Julius Africanus (a veve en amzer Neron) he dije renet e-pad bloaz.