Niver muiel
Un niver muiel zo un niver a zo brasoc'h pe par da vann, evel da skouer 3 pe e. E stern an niveroù kemplezh, muiel a c'houglev gwerc'hel dre-ret, met evit muioc'h a fraezhded ez arverer « niver gwerc'hel muiel ». Mann zo un niver gwerc'hel muiel hag ur c'hevan naturel. Pa vez un niver muiel hag anvannel, e lavarer eus outañ ez eo muiel strizh.
Pa gomzer a niveroù muiel, e tleer meizañ an adanor muiel en ur ster ledan, eleze n'eo ket ezlakaet mann, hag ez eo enta mann an niver nemetañ da vout muiel ha leiel war un dro. Mar desellomp an niveroù muiel met anvannel, e tleomp resisañ muiel strizh.
- Ar c'hevanion naturel zo holl muiel evit an daveadur urzhiañ naturel ⩽.
- teskad ar c'hevanion daveel muiel zo notet ent-boas ,
- teskad ar c'hevanion daveel muiel strizh zo notet ent-boas ,
- teskad an niveroù feurek muiel zo notet ent-boas ,
- teskad an niveroù feurek muiel strizh zo notet ent-boas ,
- teskad an niveroù gwerc'hel muiel zo notet ent-boas ,
- teskad an niveroù gwerc'hel muiel strizh zo notet ent-boas ,
Perzhioù
kemmañ- Sammad daou niver muiel zo un niver muiel,
- sammad un niver muiel hag un niver muiel strizh zo un niver muiel strizh.
En un doare hollek, diforc'h daou niver muiel n'eo ket muiel. Da skouer 2-3=-1 ha 5-2=3.
- Liesâd daou niver muiel zo un niver muiel,
- liesâd daou niver muiel strizh zo muiel strizh.
Liesâd un niver muiel hag un niver muiel strizh n'eo ket muiel strizh en un doare hollek, dre ma c'hell an niver kentañ bout mannel.
- Gin un niver muiel strizh zo un niver muiel strizh,
- rannad un niver muiel hag un niver muiel strizh zo muiel,
- rannad daou niver muiel strizh zo muiel strizh.
- Un niver zo bihanoc'h eget (pe par d') unan all mar ha nemet mard eo muiel diforc'h an eil hag ar c'hentañ,
- un niver zo bihanoc'h strizh eget unan all mar ha nemet mard eo muiel strizh diforc'h an eil hag ar c'hentañ,
- En ur liesaat un dibarder dre un niver muiel, tu an dibarder ne cheñch ket.