Noord-Beveland
Noord-Beveland distagañ [1]) a zo ur gumun e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 120,29 km² eo gorread Noord-Beveland (douar : 86,07 km², dour : 34,22 km²). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 7 370 annezad enni. Un enezenn eo bet Noord-Beveland. Ul lodenn eus ledenez Walcheren-Zuid-Beveland-Noord-Beveland eo hiziv an deiz. Etre aber Oosterschelde (en norzh) ha Veerse Meer ha Zandkreek (er su) emañ Noord-Beveland. Stankelloù a zo da liammañ Noord-Beveland ouzh Walcheren hag ouzh Zuid-Beveland. Krouet eo bet kumun Noord-Beveland d'ar 1añ a viz Genver 1995 pa voe kendeuzet Kortgene ha Wissenkerke. Ar c'hêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Noord-Beveland : Colijnsplaat, Geersdijk, Kamperland, Kats, Kortgene ha Wissenkerke.
Ganuenta
kemmañDa vare ar Romaned e oa kêr Ganuenta e norzh da Colijnsplaat. Dindan an Oosterschelde emañ hiziv an deiz. Da vare ar Romaned e oa ur gêr a-bouez a-fet kenwerzh, hag enni e oa un templ d'an doueez Nehalennia. E miz Eost 2005 e voe digoret ez-ofisiel un templ heñvel e Colijnsplaat[1].
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Noord-Beveland ez eus 13 dileuriad :
Notenn
kemmañ- ↑ Van der Velde, Koert (13 a viz Eost 2005). Zeeuwse godin weer thuis. Trouw, p. 8-9.
Liammoù diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |