Nora Kershaw Chadwick

(Adkaset eus Nora Chadwick)

Nora Kershaw Chadwick (1891-1972) a oa ur gelennerez istor eus Bro-Saoz, hag un istorourez. Gant he fried, Hector Munro Chadwick, he deus embannet meur a levr diwar-benn al lennegezhioù kozh.

Lennegezh dre gomz

kemmañ

Embannet eo bet an oberenn-mañ gant Cambridge University Press etre 1932 ha 1940 :

  • The Growth of Literature:
I: The Ancient Literatures of Europe (1932)
II: Russian Oral Literature, Yugoslav Oral Poetry, Early Indian Literature, Early Hebrew Literature (1936)
III: The Oral Literature of the Tatars and Polynesia, etc. (1940)

Goude e labouras gant V. M. Zhirmunsky da adembann ha da greskiñ al levrenn III diwar-benn meurganoù e yezhoù Kreizazia, a voe embannet en 1969 hag anvet Oral Epics of Central Asia.

Istor Breizh

kemmañ

Skrivet he deus diwar-benn an div Vreizh (Britannia Major, Britannia Minor) a-gevret gant Myles Dillon ha Kenneth H. Jackson e-touez meur a hini.