Norma Precision AB, anvet peurliesañ Norma, zo un embregerezh munisionoù armoù-tan hiniennel diazezet e Åmotfors (Värmland, Sveden) abaoe 1902.

Ivan Enger a oa o ren e 1902 war un uzin boledoù e Oslo (Norvegia), asambles gant e zaou vreur. Kevredigezhioù tennañ Sveden a enporzhie d'ar poent-se o boledoù eus Alamagn, met koustus e oant, ha fellet a reas dezhe lakaat sevel anezhe en o bro. Goulenn a rejont gant Enger en ober, ha lakaat a reas sevel un uzin e kêriadenn Åmotfors[1], 400 kilometr er c'hornôg da Stockholm, nepell diouzh harzoù Norvegia[2].

Betek 1914 e veze produet boledoù ha douilhezioù nemetken gant Norma, ha berzh ar c'hleuboù tennañ a oa a-walc'h evit lakaat an embregerezh da greskiñ buan. Pa darzhas ar Brezel-bed Kentañ e chomas neptu broioù Skandinavia, met kreskiñ a reas ar goulenn war ar munisionoù eno abalamour e felle d'an dennerien pleustriñ muioc'h betegoût e vije tarzhet ar brezel eno ivez. Kregiñ a reas Norma da broduiñ kartouchennoù klok neuze[1].

 
Logo Norma war strad ur gartouchenn.

E 1939 e voulc'has Norma gant produiñ munisionoù 6,5 × 55 mm evit an arme. E miz Ebrel 1940 e voe aloubet Norvegia gant an Trede Reich. Neptu e oa chomet Sveden, ha ne voe ket aloubet ivez. En uzinoù Norma e labouras war-dro 800 den e-pad an Eil Brezel-bed. Produiñ a raent kartouchennoù 6,5 × 55 mm, 9 mm Parabellum evit ar pistolennoù-mindrailher, ha 7,65 mm evit pistolennoù ar polis. Lod anezhe a veze kaset da Norvegia gant rezistanted war skioù evit talañ ouzh an Alamaned. Goude ar brezel e oa berr ar stokoù munisionoù evit ar chaseal en Europa dre vras, ha Norma a bourvezias ar c'hevandir gant kartouchennoù uhel o c'halibr, evel an 9,3 × 62 mm alaman[1] ha ne veze ket graet ken en he bro orin abalamour d'ar berz war ar produiñ armoù pe munisionoù eno goude 1945.

E 2025 e implije Norma 240 den hag a brodue 30 milion a gartouchennoù bep bloaz, dezhe ur c'hant kalibr disheñvel bennak, evit ar sportoù tennañ hag ar chaseal. Perzh eo er c'henstrollad Beretta Holding[2], en deus kemennet e 2022 e oa o vont da bostiñ 60 milion a zollaroù evit lakaat sevel un uzin Norma e Savannah (Georgia, Stadoù-Unanet Amerika)[3] .

Munisionoù ijinet gant an embregerezh

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) KVALE Nils, Bullets by the billions, Guns, miz Gouere 1959, pp. 18-20 & 48-50 (pellgarget d'ar 15/01/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (en) About Norma, war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 15/01/2025)
  3. (en) SAGI Guy J., $60 Million Norma Ammo Plant Coming To Georgia, American Rifleman, 15/11/2022 (lennet d'ar 15/01/2025)
  4. (en) About us war lec'hienn Norma USA (lennet d'ar 15/01/2025)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan