Norvegeg
yezh
(Adkaset eus Norvegeg bokmål)
Yezh Norvegia hag unan eus ar yezhoù skandinavek eo an norvegeg pe norgeeg. Meur a rannyezh zo, ha daou stumm skrivet ofisiel, anvet bokmål ha nynorsk.
- ar bokmål (pe « yezh al levrioù» ─ distaget « 'bouk-môl »), a deu eus ar riksmål ( « yezh ar rouantelezh » ─ distaget « 'riks-môl »), un doare norvegeg levezonet don gant an daneg (norsk-dansk/dansk-norsk), en amzer hir ma oa Norvegia e rouantelezh rouaned Danmark;
- an nynorsk (da lavarout eo "norvegeg nevez"), a deu eus al landsmål (« yezh ar vro »), ar yezh savet gant Ivar Aasen, diwar ar rannyezhoù komzet er vro.