Nouméa
kumun Bro-C'hall
Nouméa (distaget /nu.me.a/) eo kêr-benn Kanaky. Lec'hiet emañ war aod mervent an enez pennañ. 163 723 a dud a oa o chom enni hag en trowardroioù e 2009, ar pezh a war-dro div drederenn eus hollad an tiriad a-bezh. Tud a orin europat eo al lodenn bennañ eus an annezidi (43,4%), hag ar Ganaked da eil gant 25,2%.
An anv
kemmañBetek 1866 e oa anvet Port-de-France. Dont a ra an anv Nouméa eus ar yezh a vez komzet dre eno, an Nd(r)umbea. Ar gêr nes Dumbéa a zeu hec'h anv eus hini ar bobl a gomz ar yezh-se.
Tud
kemmañBet ganet eno
kemmañ- Francis Carco (1886), barzh ha kazetenner
- Jacques Lafleur (1932), penn-embregerezh ha politikour
- Colin Higgins (1941), sevener, senarioour ha produer stadunanat
- Marie-France Cubadda (1947), kazetennerez ha kinnigerez skinwel
- Bernard Berger (1957), senarioour ha tresour bannoù-treset
- Antoine Kombouaré (1963), melldroader ha gourdoner
- Robert Teriitehau (1966), plankenner-dre-lien