Nur Devlet a oa mab da Hacı I Giray ha khan Krimea er XVvet kantved.

Goude marv Hacı Giray e 1466 e savas reuz etre e vibien a-benn tapout krog er galloud. Nur Devlet a voe khan Krimea etre 1466 ha 1467 evit ar wech kentañ met skarzhet e voe gant e vreur Mengli I Giray a oa skoazellet gant Genoviz. Adkemer a reas ar galloud er memes bloavezh gant sikour e vreudeur Hayder ha Bay Keldi.

Mengli I Giray a gavas repu adarre e Kefe, kêr e dalc'h Genoviz. Dre ma soñje d'ar re-se e oa Mengli a-du ganto hag a-enep an Otomaned e skoazelljont anezhañ da adtapout ar galloud er c'hanat e 1468 pe 1469. Met Mengli a savas emglev gant ar sultan Mehmet II kerkent ha deuet en-dro war an tron.

Nur Devlet a dapas ar galloud un trede gwech a-raok bezañ rediet da skarzhañ kuit diouzh Krimea e 1478 ha kavout repu e Moskov. Etre 1486 ha 1490 e voe lakaet war tron khanat Qasim gant Ivan III.

Mervel a reas e 1503 e-kichen Moskov. E gorf a voe kaset da Grimea ha sebeliet e Bahçesaray.


En e raok:
Hacı I Giray
Khan Krimea
thum
14661467
War e lerc'h:
Mengli I Giray
En e raok:
Mengli I Giray
Khan Krimea
thum
14671469
War e lerc'h:
Mengli I Giray
En e raok:
Mengli I Giray
Khan Krimea
thum
14751476
War e lerc'h:
-