Oberiadur-brezel Hailstone
Oberiadur-brezel Hailstone (Saozneg: Operation Hailstone ; Japaneg: トラック島空襲 Torakku-tō Kūshū, "bombezadeg an inizi Truk ") a oa bet un dagadenn vras gant listri ha nijerezioù d'ar 16 ha 17 a viz C'hwevrer 1944e-pad an Eil Brezel-bed. An United States Navy en devoa taget bazenn nij ar morlu japanat e Truk Inizi Caroline, un dachenn aloubet gant Japan a-raok ar brezel. An Oberiadur-brezel Hailstone a vez keñveriet alies gant an dagadenn war Pearl Harbor.
Oberiadur-brezel Hailstone
Rann eus | Eil Brezel-bed |
---|---|
Lec'h | Chuuk Lagoon |
Daveennoù douaroniel | 7°20′21″N 151°53′5″E |
Deiziad | 17 C'hwe 1944 |
Listenn bigi Japan e Truk e-pad ar vombezadeg
kemmañMorrederien ponner
kemmañ- Agano (阿賀野) 6652 tonenn, kaset d'ar strad d'ar 16 a viz C'hwevrer 1944. 726 lazhet.
- Naka (那珂) 5195 tonenn, kaset evit sikour ar morreder ponner Agano kaset d'ar strad 35 mil vor e kornôg Truk d'ar 17. 240 lazhet.
- Katori (香取) 5890 tonenn, kaset d'ar strad 40 mil vor e gwalarn Truk d'ar 17 asambles gant ar Shonan Maru 15 hag ar Maikaze. N'eus nemet an Nowaki a derc'has. 315 lazhet.
Listri-distruj
kemmañAkikaze (秋風) 峯風型 1215 tonenn, terc'het didamall