Oberiadur-brezel Red Wings

Oberiadur-brezel Red Wings, anvet ivez "emgann Abbas Ghar" en un doare amspis, anvet "oberiadur Redwing" a-wechoù en un doare fazius, pe c'hoazh Red Wings, a zo bet un oberiadur-brezel e-kerzh Brezel Afghanistan.

Oberiadur-brezel
Red Wings
Tamm eus Brezel Afghanistan (2001)
etre Lu ar Stadoù-Unanet
ha soudarded Talibaned

Kartenn an oberiadur brezel Red Wings
Maread 27 a viz Even - Kreizh miz Gouhere 2005
Lec'h Distrikt Pech, Afghanistan
Disoc'h trec'h peurglok an Talibaned
Emgannerien
SUA Taliban
Pennoù-brezel
Letanant koronal Andrew MacMannis (USMC)
Letanant komandant Erik S. Kristensen (Navy Seals)
Letanant Michael P. Murphy (Navy Seals)
Ahmad Shah
Niver a emgannerien
SUA: Taliban
  • Niver dianav. Etre 8 ha 100.
  • Kolloù
    * 19 marvet
  • 1 gloazet don
  • ur viñsaskell Chinook distrujet
  • * Dianav 35 d'an uhelañ
  • Niver dianav gloazet
  • Ardamez ar strollad stourm Seal Team 10 a orin eus Little Creek, Virginia

    E distrikt Pech, proviñs Kounar en Afghanistan, e menezioù Sawtalo Sar, e oa al lec'h-emgann.

    Eus ar 27 a viz Even 2005 betek kreiz miz Gouhere 2005 e padas an oberiadur. Bet eo Red Wings an emgann ma voe lazhet ar muiañ niver a soudarded amerikan e-kerzh ar memes devezh e-pad Brezel Afghanistan aboae e zeroù 5 bloaz a-raok, evit an Navy abaoe an Eil Brezel-bed[1].

    Palioù an oberiadur kemmañ

     
    Plakenn koun evit lod soduarded marvet e-pad an Oberiadur-brezel Red Wing
    • Reiñ harp d'an oberiadur-brezel Enduring Freedom
    • Skrapañ pe lazhañ ar penn taliban Ahmad Shah e oa pal pennañ an oberiadur-brezel Red Wings
    • Flastrañ strollad-stourm Ahmad Shah e oa an eil pal.

    D'an 28 a viz Even 2005, pevar ezel eus ar strollad-stourm amerikan Seal Team 10 a voe karget da dapout krog en Ahmad Shah, ur penn uhel d'an Dalibaned lec'hiet e proviñs Kounar, er reter da Asadabad, kêr-benn ar proviñs.
    Izili ar strollad Navy Seals a oa Michael P. Murphy, Marcus Luttrell, Danny Dietz ha Matthew Axelson.

       
    Ar strollad Seal Team 10 en Afghanistan,
    dres a-raok an oberiadur-brezel Red Wings. D'an 28 a viz Even 2005 an holl a varvo nemet an eilvet klas Marcus Luttrell, trede adal an tu dehoù war ar poltred.
    Lec'h-redek ha kounlec'h Red Wings
    e Honolulu, Hawaii

    Bilañs an oberiadur-brezel hag heuliad kemmañ

    19 soudard amerikan a zo bet lazhet[2], ur viñsaskell Chinook a zo bet distrujet gant tenn ur banner roketennoù RPG-7[3].

    Adkemer er sevenadur kemmañ

    Film kemmañ

    Diell-film kemmañ

    • Richard Max, Chopper Mission tamm 4 "Save private Lutrell", embanner National Geographic, 47 munutenn, 2008

    Levrlennadur kemmañ

    • (en) Col Andrew R. MacMannis et LtCol Robert B. Scott, « Operation Red Wings : A joint failure in unity of command », Marine Corps Gazette,‎ Kerzu 2006, p. 14-20
    • (en) Ed Darack, « Operation Red Wings : What really happened », Marine Corps Gazette,‎ Genver 2011, p. 62-67

    Notennoù ha daveennoù kemmañ