Oberiadur London Bridge

Operation London Bridge eo anv kod ar steuñv a zo bet savet er Rouantelezh-Unanet evit an deiz ma'z aio ar rouanez Elizabeth II da Anaon.
Er bloavezhioù 1960 e voe savet ar steuñv orin, a zo bet gwellaet meur a wech bep bloaz abaoe. Meur a skourr eus ar gouarnamant pe ar Stad zo engouestlet : ministrerezh an Aferioù estren, ar Metropolitan Police Service, Armeoù Breizh-Veur, Iliz Bro-Saoz, ar media ha Douaroù roueel Londrez. Ul lodenn eus an divizoù pouezusañ zo bet graet gant ar rouanez hec'h-unan ; en desped da gement-se, ul lodenn anezho ne c'hellint bezañ kemeret nemet gant he erlec'hiad goude he marv.

Ar frazenn London Bridge is down a gemenno marv ar rouanez da Gentañ Ministr(ez) ar Rouantelezh ha d'an dud pouezusañ er steuñv. Kroget e vezo raktal da aozañ al lidoù-koun.