Oberkommando der Wehrmacht


An Oberkommando der Wehrmacht (brezhoneg : "Penn uhelañ an nerzhioù armet"), berraet en OKW, a oa ul lodenn eus framm gourc'hemenniñ ar Wehrmacht (nerzhioù armet) an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed. Krouet e 1938, an OKW a oa da vezañ mestr war al lu alaman, ar Kriegsmarine (morlu Alamagn) ha war al Luftwaffe (aerlu Alamagn).

Oberkommando der Wehrmacht
general staff
Deiziad krouiñ4 C'hwe 1938 Kemmañ
Anv berrOKW Kemmañ
Brezeltalbenn Europa an Eil Brezel-bed Kemmañ
Korf an armeWehrmacht Kemmañ
Den e penn an aozadurChief of the High Command of the Armed Forces Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Sez sokialMaybach I and II Kemmañ
Erlec'hiañ a raMinistry of the Reichswehr Kemmañ
Deiziad divodadur8 Mae 1945 Kemmañ
Commanded byWilhelm Keitel Kemmañ

Chikan a oa etre skourioù disheñvel an nerzhioù armet ha dreist-holl ar skourioù gourc'hemenniñ, dreist-holl gant an Oberkommando des Heeres (pe OKH), setu penaos ne oa ket deuet a-benn ar raktres o welet an OKW evel penn uhelañ gourc'hemenniñ an holl nerzhioù armet unvanet alaman.

Memestra e oa deuet a-benn da vezañ an diaz evit sevel oberiadennoù brezel o welet an teir skour o kenlabourat asambles. E-pad ar brezel an OKW, a oa suj d'ar Führer Adolf Hitler evel penn uhelañ gourc'hemenniñ nerzhioù ar Wehrmacht, hemañ o kemer muioc'h-mui a c'halloud war an aozadur.

E 1942 an OKW a oa e karg eus an holl tachennoù brezel nemet an hini pouezusañ, Talbenn ar Reter o welet Alamagn an Trede Reich hag e harperien en ur brezel holl a-enep an Unvaniezh soviedel. Hitler a dennas gounid eus ar chikanioù dizehan etre pennoù an OKW hag etre an OKW ha peurest pennoù an nerzhioù armet alaman evit bezañ a-benn ar fin an hini o reiñ an urzhioù.

Istor an OKW

kemmañ

An OKW a oa bet krouet adal un urzh eus ar Führer d'ar 4 a viz C'hwevrer 1938 goude afer Blomberg-Fritsch, evit kemer plas ministrerez brezel ar Reich (Reichskriegsministerium). Adolf Hitler a oa mennet gant talañ ouzh an ofiserien a renk uhel killstourmerien a-fed e politikerez impalaeriel hag aloubiñ o tont. Da geñver al lec'hioù gourc'hemenniñ all alaman, an OKW a oa bet krouet gant Hitler hag evit servij e selloù.

Tamm-ha-tamm e oa bet troet al lec'h gourc'hemenniñ d'un ardivink evit lakaat e urzhioù da vezañ sentet en holl skourioù eus nerzhioù armet Alamagn an Trede Reich.

Aozadur

kemmañ