An oc'hlokratiezh (diwar ar gregach ὀχλοκρατία / okhlokratía, e latin : ochlocratia) zo ur renad politikel ma c'hall an engroez (okhlos) lakaat e c'hoant da dalvezout. Ne dalv ket oc'hlokratiezh kement ha demokratiezh rak n'eo ket gouarnamant ar bobl, met hini an engroez, gwelet en e ster fallañ, ur bern tud aes da ren ha da heñchañ dre e c'hoantoù.

James Mackintosh kemmañ

En 1791, en Vindiciae Gallicae, e skrive ar prederour skosat James Mackintosh (1765-1832) e ranked sellout ouzh « aotrouniezh ur boblañs trouzus evel ouzh un oc'hlokratiezh eget ouzh un demokratiezh, evel mac'homerezh an engroez, ha n'eo ket gouarnamant ar bobl».