Océanopolis

mirdi Frañs

Océanopolis a zo ur greizenn sevenadur skiantel diwar-benn ar meurvorioù, lec'hiet e Brest, nepell diouzh porzh-bageal ar Vilin Wenn. A-stumm gant ur c'hrank eo ar pavilhon kerreizh, ar savadur kentañ bet graet.

Gwel a-bell eus Océanopolis.

Ijinet eo bet gant an tisavour Jacques Rougerie, ha digoret eo bet Océanopolis evit ar wech kentañ e 1990. Ar pal a oa kaout ul lec'h da lakaat en a-raok skiantoù ar mor dre ma vez kaset war-raok 60 % eus ar c'hlask en Europa diwar-benn ar mor e kêr Brest, ha setu abalamour da betra e oa gouestlet ar pavilhon kentañ d’ar morioù kerreizh. Adaozet eo bet penn-da-benn e 2000, ha d'ar c'houlz-se eo bet ouzhpennet ar pavilhon polel hag an hini trovanel. Kinniget e vez gant Océanopolis ur sell skiantel war bed ar mor en e bezh.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.