Oddantonio II da Montefeltro
Oddantonio II da Montefeltro (1428 – Urbino, 22 a viz Gouhere 1444) a oa kont Urbino, deuet da vout kentañ dug Urbino, ha condottiero italian er XVvet kantved. Ren a reas war-lerc'h e dad Guidantonio da Montefeltro, a oa kont Urbino.
E vuhez
kemmañMab e oa da Guidantonio da Montefeltro, a oa vikel ar pab ha kont Urbino, ha d'e eil pried Caterina Colonna, ur verc'h da Lorenzo Colonna, kont Alba. Hantervreur e oa da Federico da Montefeltro. N'ouzer ket penaos e oa an darempredoù etre an daou vreur : koshoc'h e oa Federico, c'hwec'h vloaz e oa war e vreur, hogen izeloc'h e renk dre ma oa ganet bastard.
Gant ar pab Ujan IV, e Siena, d'ar 25 a viz Ebrel 1443, e voe anvet da zug Urbino, hag eñ 16 vloaz, evit e drugarekaat eus e skoazell er brezel a-enep an tiegezh Sforza er Marche.
Fontañ a reas arc'hant e zugelezhig gant e vuhez diroll, ha festoù hag a bade betek pemzektez, ken na veze ret kreskiñ an tailhoù, un dra ha ne blije ket nemeur d'an dud tailhet. Darempredoù mat a seblantekaout gant an tiegezh Malatesta a zalc'he Rimini.
D'an 10 a viz Meurzh 1444 e timezas da Isotta d'Este (1425-1456), bastardez da Niccolò III d'Este, aotrou Ferrara, Mòdena ha Reggio, ha da Stella Tolomea dell’Assassino . Ils n'eurent cependant pas d’enfant.
Mervel a reas da 16 vloaz, e 1444. En noz eus an 21 d'an 22 a viz Gouhere, e teuas a-benn Serafino Serafini, ur medisin anezhañ, da vont tre er palez an dug Oddantonio, ha betek e gambr, hag iriennerien all gantañ d'e heul. Ganto e voe drouklazhet an dug hag e guzulerien, Manfredo dei Pio da Carpi ha Tommaso di Guido dell'Agnello. Lakaet e voe an droullazh war gont gwazed eus ar vro hag a oa bet doganet gant an dug.
E hantervreur Federico, furoc'h en e vuhez ha gant e wenneien, a renas war e lerc'h evel dug Urbino, hag a roas sked d'an dugelezh. Arvar zo diwar-benn pegen kiriek e oa da varv e vreur Oddantonio, met prouenn ebet n'eus bet kavet a-enep dezhañ.