An Odilienberg (Odiliebari en elzaseg ; Mont Saint Odile e galleg) zo ur menez en Ottrott (Bas-Rhin), en Elzas, ha 767 m uhelder dezhañ. War ar menez emañ abati Hohenburg, savet gant santez Odilia, a oa merc'h d'an dug Etichon.

Eno e kaver ivez ur voger istorel, hag a vez graet ar voger bagan anezhi.