Oinokoe
En Henc'hres, un oinokoe (en henc'hresianeg οἰνοχόη, oinokhóê, eus οἶνος, oĩnos, ar « gwin » ha χέω, khéô, « fennañ ») a oa ur picherad evit ar gwin a dalveze da gemer gwin er c'hrater — e lec'h ma oa bet troc'het gant dour — a-raok reiñ anezhañ d'an everien.
Ur skouarn, dezhi etre 20 ha 40 sañtimetrad, a veze ouzh al lestr-se. Lakaet e vez kemm etre rummadoù disheñvel diouzh stumm genou al lestr pe stumm he zor. An hini stankañ (rummad 1) a vez ur beg e stumm ur velchonenn outi. Tennañ a ra ar rummad 8 ouzh ar chopinoù a-vremañ, gant ur c'horf .
Dont a ra ar seurt listri da vezañ dibaotoc'h e-pad marevezh al listri o zresadennoù du. Savet eo bet an doare da renkañ ha da ziskrivañ anezhe diwar an oinokoeoù o zresadennoù ruz arkaek gant John Beazley.
An olpeoù eo anv al listri all a dalveze da fennañ evajoù.
Da lenn
kemmañ- Maxwell G. Kanowski, Containers of Classical Greece, University of Queensland Press, Saint Lucia, 1984 ;
- Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.
- Listri Henc'hres