Oinomaos (Οινόμαος e henc'hresianeg), mab da Ares ha d'ar Bleiadenn Asterope (pe da Harpina hervez tud zo), a oa roue Pisa en Elis.

Divizet en doa reiñ dorn e verc'h Hippodameia d'ar paotr a c'hallfe gounit warnañ en ur redadeg kirri ; evel-se e voe lazhet un toullad kevezerien gant ar roue a c'houneze bep tro abalamour d'e gezeg en devoa bet digant e dad .
Pelops avat, gant sikour Myrtilos, a zeuas a-benn eus ar roue, a dorras e garr hag a voe lazhet gant e gezeg ouzh e stlejañ.

Ar redadeg kirri-se a oa unan eus orinoù mojennel ar C'hoarioù Olimpek da dud Hellaz.

Levrlennadur kemmañ