• Ur gêr eus Rusia, anvet Okha, a vez distaget heñvel.

Ar stêr Oja zo ur stêr en hanternoz Spagn, adstêr d'an Tirón. Diwar hec'h anv eo eo deuet an anvioù Rioja ha La Rioja, a zo ur gumuniezh emren e Spagn.

Pont-mein war stêr Oja e Casalarreina

Red ar stêrAozañ

Eieniñ a ra e menezioù an Demanda, e menez an Herguijuelas, e-kichen ode an Demanda. Tremen a ra dre Posadas, Ayabarrena, San Antón, Zaldierna, Ezcaray, Ojacastro, Santurde, Santo Domingo de la Calzada, Villalobar, Baños de Rioja, Castañares, ha degouezhout gant an Tirón entre Casalarreina hag Anguciana, tost da Cihuri. Adal neuze e vez laret río Oja-Tirón anezhi, betek ke c'hember gant an Ebro.