Oksana Malaya
Oksana Oleksandrivna Malaya (en ukraineg : Оксана Олександрівна Малая), ganet d'ar 4 a viz Du 1983, en oblast Kherson en Ukraina (en amzer an Unvaniezh soviedel) zo ur vaouez brudet da zreveziñ doareoù ar chas. Eizh vloaz e oa pa voe kavet gant un amezeg evel bugel gouez e 1991, bet o vevañ gant chas. Se zo kaoz e voe diaes dezhi kaozeal. Hiriv emañ en ur glinikenn evit tud nammet o spered e Baraboy, e-kichen Odessa.
Ganet eo e kêriadenn Nova Blagovishchenka, e Hornostaivka Raion, en oblast Kherson, en Ukraina, a oa ur republik soviedel neuze. Hervez ar vedesined e oa ganet reizh met dilezet e voe gant he zud, kollet gant ar boeson, ha bevañ a reas gant he c'hiez; kavet e voe da 8 vloaz ha ne ouie ket komz.