Olomouc

kumun Tchekia

Olomouc (distaget [ˈɔlɔmɔu̯ʦ] e tchekeg ; Olmütz en alamaneg) zo ur gêr eus Moravia, er Republik Tchek. Unan eus div gêr vras Moravia eo, gant Brno, hag er Grennamzer e voe kêr-benn ar vro a-wechoù. E 2005 e oa 100 752 a dud o chom enni. Gant ar c'hêrioù bihan a zo tro-dro e tizher 480 000 a annezidi.

Ar blasenn vras en Olomouc

Sez un eskopti e voe Olomouc adalek 1063 hag un arc'heskopti adalek 1777. Ouzhpenn an iliz-veur, gouestlet da sant Václav, ez eus ilizoù all, gotek ha barok. Emañ an ti-kêr e palez kozh an eskibien (1664-1774). Ur skol-veur zo ivez.

E kreiz-kêr Olomouc emañ Kolonenn an Dreinded Santel, a zo bet lakaet war roll ar Glad bedel gant an UNESCO.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.