An Olt (Olt e roumaneg hag en hungareg ; Alt en alamaneg) zo ur stêr vras eus Roumania, adstêr d'an Danav.

Wikipedia-Marker-6.png
Olt
Cozia 3.jpg
An Olt e Cozia
Statud stêr
Hirder 615 km
Uhelder an eienenn 1280 m
Kas keitat 174 m³/s
Gorread an diazad 24050 km²
Bro(ioù) douret Roumania
Diazad stêrioù
Danav
En em daol e Danav e-kichen Turnu Măgurele
Ledander er genoù ?
Andon er C'harpatou, e-kichen
Bălan (Harghita)
Adstêrioù ?

stêr - hidrologiezh

Eieniñ a ra e Karpatoù ar Reter, redek a-dreuz Karpatoù ar C'hreisteiz hag en em deurel en Danav goude, e-kichen Turnu Măgurele. War-dro 615 km eo e hed. Sfântu Gheorghe, Râmnicu Vâlcea ha Slatina eo ar c'hêrioù brasañ treuzet ganti. A-hed ar stêr e kaver meur a stankell da broduiñ tredan. E-touez an adstêrioù e c'haller menegiñ ar re-mañ : Râul Negru, Cibin, Lotru, Topolog, Olteţ.

Proviñs istorel Oltenia a zeu hec'h anv eus hini ar stêr.

Hervez tud Transilvania ez eus div c'hoar eus ar stêrioù Mureș hag Olt, rak eieniñ a reont er memes korn-bro.

Gwelet ivezAozañ