Omar C'hayyam
Omar C'hayyam (farsieg: عمر خیام anv leun: غیاث الدین ابو الفتح بن ابراهیم خیام نیشابوری Ghiyās al-Dīn Abu al-Fath Omār ibn Ibrāhīm Khayyām Nishābūrī) a oa ur barzh, ur jedoniour, ur prederour hag ur steredoniour persian. Ganet e oa bet d'an 8 a viz Mae 1048 e Nishapur e biz Iran a-vremañ, hag eno e varvas d'ar 4 a viz Kerzu 1131.
E-maez Persia eo brudet e varzhonegoù dreist-holl met kavet en doa un doare da ziskoulmañ ar c'hevaladennoù trde derez ivez[1]. Gallout a rafe bezañ dizoloet e troe an Douar en-dro d'an Heol.
E oberenn
kemmañBrudet eo e zastumad barzhonegoù Rubaiyat dre ar bed a-bezh. El levr Barzhonegoù, gant Roparz Hemon (Al Liamm) ez eus ur rann anvet diwar Omar C'hayam, awenet gant oberenn ar barzh persian.
Daveoù
kemmañ- ↑ Mehdi Aminrazavi, Glen Van Brummelen (2011), Umar Khayyam, Stanford Encyclopedia of Philosophy (en)