Omar Sharif (arabeg : عمر الشريف), a skriver ivez Omar El-Sharif, bet ganet Michel Dimitri Chalhoub d'an 10 a viz Ebrel 1932 en Aleksandria ha marvet e Kaero d'an 10 a viz Gouere 2015, a oa un aktour egiptat.

Omar Sharif e 2013

Bugaleaj ha stummadur

kemmañ

Ganet oa e 1932 en ur familh sirian-ha-libanat kristen a orin eus Damask. Mab e oa da Joseph Chalhoub, marc'hadour koad prizius, ha Claire Saada eus Latakia (Al-Lāḏiqiyya) e Siria. Desavet e oa bet hervez al lidoù melkit, hag e 1955 e troas a-zevri war-du an islam a-benn dimeziñ gant an aktourez vuzulmat egiptat Faten Hamama. Dispartiet e voent da c'houde.

E skolaj breizhveuriat Victoria en Aleksandria e voe studier war ar matematikoù, ar fizik, ar galleg, ha war pemp yezh all. En em zibab a rae evit komz madik an arabeg, ar saozneg, ar gresianeg, an italianeg hag ar spagnoleg.

Goude bezañ tapet e ziplom matematikoù ha fizik e skol-veur Kaero e labouras e-pad pemp bloaz en embregerezh koad prizius e dad kent mont da zeskiñ ar vicher aktour er skol-veur brudet Royal Academy of Dramatic Art e Londrez.

E 2005 e voe kondaonet da baeañ 318 000 dollar da Juan Luis Ochoa Anderson evit bezañ distaget ur gunujenn ouennelour outañ : "Mec'hikan sot"[1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ