Ordoño Iañ Asturiez

Ur pennad Ordoño zo ivez.

Ordoño Iañ Asturiez a oa roue Asturiez etre 850 ha 866. Ganet e oa en 821 en Oviedo hag eno ivez e varvas e Mae 866.

Ordoño Iañ

Kemer a reas ar gurunenn war-lerc'h e dad, Ramiro Iañ Asturiez.

Tad e oa da Alfonso III Asturiez.

E yaouankiz kemmañ

Tremen a eure Ordoño e vloavezhioù kentañ en Oviedo, e lez Alfonso II, lesanvet el Casto, roue Asturiez etre 791 ha 842. D'e nav vloaz e voe anvet e dad da c'houarnour Galiza, ha mont a reas gwreg ha bugale da-heul an tad.