An Ostrakism (henc'hresianeg ὀστρακισμός, ostrakismos[1]) a oa un ensavadur politikel eus an demokratiezh atenat eus ar Vvet kantved kent J.K. a gase ur c'heodedad en harlu e-doug dek vloaz, hep na gollfe e vadoù.

Darbodoù implijet evit mouezhiañ an ostrakism. An anvioù skrivet zo Perikles, Kimon hag Aristides (eus ar c'hrec'h d'an traoñ)

Mont en dro an Ostrakism

kemmañ

Hervez an hengoun e vije bet savet gant Kleistenes, met ar c'hentañ mouezhiadenn ostrakism ne c'hoarvezas ken e 488 kent J.K.. Bep bloaz e-pad ar c'hwec'hvet pritaneia[2] e vouezhie an eklezia (Bodadenn ar geodediz) da c'houzout hag eñ e oa ret implijout an ostrakism. Mouezhiet e veze o sevel an dorn, ne oa tamm breud ebet ha ne veze meneget anv ebet. Pa veze mouezhiet a-du gant an ostrakism en em vode bodadenn ar geodediz en-dro e-doug ar pritaneia war-lerc'h, en ur vodadenn veur (katekklesia) a oa ret kavout enni 6000 mouezhier. Kement keodedad a felle dezhañ mouezhiañ a skrive anv an den en doa c'hoant da gas en harlu evit mad an holl war un darbod priaj pe ur grogen istr (alese ar ger ostracon a vez graet eus an darbodoù). Ur wezh ouzhpenn ne veze breudadenn ebet. Pa veze tizhet ar muiañ-niver gant un anv e-pad ar vouezhiadeg e veze ret d'an den kuitaat ar geoded dindan dek devezh hag evit dek vloaz. Alies koulskoude e veze galvet en-dro an dud ostrakizet a-raok diwezh an harlu.

Alies e voe implijet an ostrakism evel arm politikel er stourmoù etre an hetaireia (kostezennoù brientinien) e kard kentañ ar Vvet kantved kent J.-K.. Dielfennadur ar c'hantadoù a ostraka adkavet o furchal an agora en deus diskouezet e veze skrivet an anvioù war an darbodoù gant un dek dorn disheñvel hepken evit ur memes mouezhiadeg : ar brouenn eo e vezent prientet en a-raok hag ingalet goude gant pennoù ar c'hostezennoù d'an dud a oa dindane, hag e veze renet ar vouezhiadeg e-giz-se. Kadarnaet eo an disoc'h-se gant lennegezh an henamzer : Ploutarc'hos, e buhez Aristides (VII, 7–8), a zanevell e c'houlennas ur c'houer diskol digant Aristides skrivañ e anv evitañ war e zarbod. Er memes arroudenn e tispleg an aozer penaos e voe ostrakizet Hyperbolos e 417 a-drugarez d'un emglev etre Nikias ha Alkibiades a zlee bezañ dalc'het ur vouezhiadeg diwar o fenn er bloaz-se.

Ar c'hentañ den ostrakizet a oa un den anvet Hipparkos war-dro 487, heuliet e 486 gant Megakles eus tiegezh an Alkmeonided. E-touez an dud anavezet zo bet ostrakizet e kaver Ksantippos, Aristides yaouankañ, Temistokles, Kimon ha Toukidides. Hyperbolos eo an den diwezhañ da vezañ ostrakizet da c'hoût dimp (war-dro 417).

An ostrakism e keodedoù all

kemmañ
 
Ostrakon, warnañ anv Temistokles, war-dro 490-480 pe 460 kent J.-K., Mirdi Agora Aten

Kavout a reer ensavadurioù damheñvel en un nebeud keodedoù all, dimp da choût : Efezos, Sirakuza, hag Argos.

Gouzout a reer a-drugarez da Aristoteles e veze implijet un doare ostrakism en Argos[3].

E Sirakusa, e veze skrivet an anvioù war delioù gwez-olivez (πέταλον, petalon). Padout a rae an harlu e-doug pemp bloaz. Diodoros Sikilia ne ro ket ar mare ma veze implijet an ensavadur-se. Resisaat a ra e oa bet impijet diwezhatoc'h evit kondaonidigezh Tindarides d'ar marv e -454, pa fellas dezhañ dont da vezañ tirant, hag e oa bet dilezet nebeut goude, rak ditreiñ a rae ar geodediz a dalvoudegezh diwar an aferioù foran[4]. Harluet e voe Hermokrates e -411 ha Diokles e -408 diouzh Sirakuza met n'ouzer ket hag eñ e voe implijet an ensavadur-se.

Hermodoros, mignon Herakleitos a voe harluet gant Efeziz gant ar gerioù da-heul : « Ra ne vo den a vefe gwelloc'h evidomp ; ma'z eus unan ra'z aio da vevañ gant tud all. »[5]. Ar meneg berr-se ne ro titour ebet war padelezh an ensavadur na diwar-benn he mont en-dro. N'haller ket e dostaat eta en un doare resis eus an ostrakism atenat en tu all d'e implij a-enep ar vrientinien.

Notennoù

kemmañ
  1. Ar wrizienn "ostr", a gaver er galleg "ostréiculture", a dalvez krogen : da dra e veze implijet kregin e-lec'h paperennoù-mouezhiañ e-pad ar c'hoshañ ostrakismoù anavezet.
  2. Etre miz Genver ha miz C'hwevrer : prantad ma c'halle keodediz mont niverus e kêr, dibres an tamm oute, ur wezh sanailhet an trevadoù.
  3. Aristoteles, Politika, Levrenn VIII (Lakaet er pemvet plas peurliesañ), §5
  4. Diodoros Sikilia, Levraoueg Istorel, Levrenn XI, rannbennad XXXV (pe gant un niveradur all : Levrenn XI, rannbennad 86, ha 87)
  5. Diogenos Laertios, Herakleitos.