Oued
Oued a dalvez « stêr » en arabeg (وادي distaget wādī en arabeg lennegel). An oued a zo ur red-dour hag a gaver en Norzhafrika hag e-barzh ar rannvroioù dezerzhel. Ur red-dour direizh eo.
Kavet e vez dreist-holl er ranndirioù endoreizm[1] An oued a gemer e vammenn-dour a-drugarez d'ar glaveier kreñv, met ral en Afrika. An ouedoù a vez alies a-sec'h met gallout a reont ivez bezañ leun a dour betek dic'hlanniñ diouzh an naoz. Ar Medjerda eo oued brasañ Afrika an Norzh.
Stêranvadurezh
kemmañUn toullad stêrioù en Andalouzia zo anvet diwar ar ger oued : Guadalquivir, ...
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Endoreizm: An endoreizm a zo un termen hidrologiezh hag a arouez ar rannvroioù gant redoù-dour n'eont ket betek ar mor, abalamour d'an douar plat-tre. Kement takenn a deu eus ar glaveier hag a erru e-barzh ar redoù-dour-se ned a kuit nemet dre aezhenniñ.