Oups (distaget [ʼups]), zo ur ger brezhonek ha gallek nevez, deuet er yezhoù-se er XXI kantved eus ar ger saoznek stadunanat oops (distaget [ʼups], pe [ʼuːps]), deuet eus ar ger all whoops[1],[2].

Yezhoù all kemmañ

E saozneg kemmañ

Testeniekaet eo whoops! adal 1925 hag oops adal 1933[3]. Kavet e vez ar ger e romantoù ar rummad Harry Potter (The Chamber of Secrets, pennad 12, The Duelling Club).

E galleg kemmañ

Deuet e vefe dre ar stiradoù skinwel stadunanat, evel ur bern gerioù hag estlammadelloù ha ne vezont ket troet e galleg ken[4], ha dre ur ganaouenn brudet e 2000 gant Britney Spears.

E kembraeg kemmañ

Wps er yezh-mañ[5].

E brezhoneg kemmañ

Er XXIañ kantved ez eo tremenet eus ar galleg da vrezhoneg komzet ar yaouankizoù, war skouer ar ger koûl (eus cool) en e raok, ha krog eo da vezañ implijet gant ar rummadoù koshoc'h, evel kement ger zo diouzh ar c'hiz. A-raok anavezout ar ger-se e veze graet gant gerioù evel kaoc'h, chaous, gast, pe sakreadennoù all.

Implij kemmañ

E saozneg e 1925 e verke whoops! ar mantr, e 1933 e verke oops ar souezh[3].
Kemeret en deus lec'h an troiennoù digareziñ eskuzit ac'hanon, pe digarezit-me e brezhoneg, hag an troiennoù pardon, excusez-moi, pe an droienn latin mea culpa, e galleg Bro-C'hall.
Hervez lod psikologourien ez eo ur ger hag a servij dreist-holl da chom hep anavezout fazi an neb hel lavar ha da virout a emzigareziñ, ha dre-se da nac'h an droug (bihan pe vras) graet ouzh an nesañ, pe ouzh ar re all[6].

Implijet e vez dre skrid e kazetennoù gallek[7].

Kanaouennoù kemmañ

Film kemmañ

  • Ooops! Noah is Gone, film alaman, lakaet e galleg hag anvet Oups ! J'ai raté l'arche…

Traoù all kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

  • Er gwivan gallek Puretrend : [4].
  • Er gwivan gallek Potins : [5].
  • Er sizhunieg gallek Marianne : [6]

Notennoù kemmañ