Ourania (Ουρανία, "neñvel" e gregach, diwar Οὐρανός / Ouranós, « an Oabl ») a oa muzenn ar steredoniezh hag al lennerezh-planedennoù e mojennoù Hellaz kozh.

Ar muzezed Ourania ha Kalliope.

Mamm e oa da Linos, he devoa bet diwar pe Apollon, pe Amfimaros.

Peurvuiañ e vez gwelet gant ur voul-douar en he dorn kleiz hag ur wialenn en he dorn dehoù, gwisket gant ur sae glas evel an oabl, stered en-dro d'he fenn, hag he zroad ganti war ur vaot, arouez an davedegezh. Gouzout a oar lenn planedenn pep hini diouzh lec'h ar stered en oabl. Alies e vez kaoz eus Kengarantez ha Spered Santel pa gomzer anezhi. He dilhad zo goloet a stered, ha dalc'hmat e vez troet he selled etrezek an neñv. Karout a ra an dud troet gant ar brederouriezh hag an neñvoù.