Pa Gwr yw y Porthawr
Ur varzhoneg eus an dornskrid kembraek Levr Du Caerfyrddin eo Pa Gwr yw y Porthawr, pe Pa Gur yv y Porthaur hervez ar skritur krenngembraek orin, pe "Pa ŵr yw 'r porthor?" e kembraeg a vremañ.
Krediñ a reer eo ur varzhoneg eus an Xvet kantved, hag ur skrid a bouez eo e studi mojenn Arzhur. Linenn gentañ ar varzhoneg eo an titl.
Deraouiñ a ra ar skrid gant ar goulenn-se ha respont a ra ar porzhier eo Glewlwyd Gafaelfawr an hini eo. Neuze e c'houlenn piv en deus savet ar goulenn, ha respont a reer dezhañ eo Arzhur ha Cei a zo aze. C'hoant o deus da vont e kêr, a zo diwallet gant Glewlwyd. Goulenn a ra Glewlwyd piv eo an dud gante, hag Arzhur da ganañ meuleudi da gurioù e wizien, ha dreist-holl Cei ha Bedwyr.
E-touez oberoù Cei e lavarer en deus lazhet ur pezh mell kazh, Cath Palug. Bedwyr en deus lazhet kantadoù a dud en emgann Tryfrwyd. Tud meneget all zo: Manawydan fab Llŷr ha Mabon fab Modron; lenn a reer emañ Mabon e-touez gwizien Uthr Bendragon.
Levrlennadur
kemmañ- A . O. H. Jarman, Llyfr Du Caerfyrddin (Gwasg Prifysgol Cymru, 1982)
- John T. Koch ha John Carey, The Celtic Heroic Age: literary sources for ancient Celtic Europe and early Ireland and Wales (Maldon, Mass., 1995).
- Brynley F. Roberts, Rhai o gerddi ymddiddan Llyfr Du Caerfyrddin, yn Astudiaethau ar yr Hengerdd (Gwasg Prifysgol Cymru, 1978), tt. 296-309.
- Gwyn Thomas, Y Traddodiad Barddol (Gwasg Prifysgol Cymru, 1976), tt. 68-71.