Palermo Football Club
klub mell-droad
Palermo Football Club eo an anv a voe douget gant ar c'hleub mell-droad italian US Città di Palermo etre 1924 ha 1935.
A-raok ar prantad amzer-se e voe douget meur a anv all gant ar c'hleub eus Palermo (Rouantelezh Italia d'ar mare-se) :
- 1900-1907 : Anglo-Palermitan Athletic and Foot-Ball Club,
- 1907-1918 : Palermo Foot-Ball Club,
- 1920-1924 : Unione Sportiva Palermo.
Rediet d'hen ober gant ar renad faskour e kemmas Palermo Football Club e anv en Associazione Calcio Palermo e 1935.
E grogadoù a c'hoarias e Stadio Ranchibile betek 1932 kent mont d'ur sportva nevez-flamm, Stadio Renzo Barbera an anv anezhañ.
Un nebeud titloù a voe gounezet gant ar c'hleub :
- 1929-1930 : kampion Prima Divisione,
- 1931-1932 : kampion Serie B. Er c'houlzad-se ez eas Carlo Radice, unan eus argaderien Palermo, da gCapocannonieri (gwellañ paler) Serie B.