Palez Maisor
Palez Mysuru zo ur palez istorel e-kreiz kêr Mysuru, e stad Karnataka, en India.
Er XIVvet kantved e voe savet ar palez kentañ gant Yaduraya, ha distrujet hag adsavet e voe meur a wech. An hini a weler hiriv zo bet savet etre 1897 ha 1912, goude un tan-gwall.
Unan eus monumantoù bras ar vro eo ar palez, war-lerc'h an Taj Mahal, gant 6 milion a weladennerien bep bloaz.