Pallas mab Ouranos
Pallas (Παλλάς Henc'hresianeg) zo ur gigant e gwengelouriezh Hellaz, mab da C'haia (an Douar) hag Ouranos (an Oabl), pe da C'haia ha Tartaros. E-kerzh Brezel ar Ramzed e voe trec'het gant Athena, an doueez a zigroc'henas anezhañ hag a implijas e groc'hen evit en em wareziñ.
Hogen hervez Robert Graves e voe flastret gant Athena war-bouez ur roc'h hag Herakles a beurlazhas anezhañ goude-se.
E De Natura Deorum skrivet gant Cicero e oa Pallas ur gigant divaskellet, korf ur c'havr dezhoñ, hag e vefe tad Athena. Klask a reas he gwallañ mes lazhet e voe ganti hag hi en em baras gant e aigis hag e zivaskell. Sed aze perak eo anvet « Pallas Athena » diouzh hec'h anv klok.
Andon
kemmañ- Apollodore, Levraoueg
- Cicero, De natura deorum
- Hesiode, Theogonia
- Hygin, Fablennoù