Palmer e Breizh (Palmer en Bretagne) a zo unan eus avanturioù Jack Palmer, un dudenn bet krouet gant René Pétillon. Un enklasker prevez genaouek eo Jack Palmer. Ne seblant morse kompren kalz tra...

Ganet eo bet René Pétillon d'an 12 a viz Kerzu 1945 e Lesneven. Un treser brudet evit e fent flemmus eo. Tresañ a ra evit ar gelaouenn "Le Canard enchaîné" abaoe 1993. Savet en deus istorioù ar rummad "Le Baron noir" bet treset gant Yves Got.

Embannet ez eus bet 14 albom avanturioù Jack Palmer e ti Glénat. En o zouez "L'enquête Corse" a voe danvez ur film. Kavout a reer daou levr bet embannet gant Dargaud (Enquête au paradis ha Palmer en Bretagne).

Palmer e Breizh a zo bet lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec hag embannet gant Dargaud e 2014.