Palud sall
Ur palud sall zo un ekoreizhiad eus an arvor e lodenn uhelañ an aod tizhet gant ar mareoù, etre an douar hag ar mor pe an dour damsall hag a vez beuzet en un doare ingal gant ar mareoù. N'eo ket ul lodenn eus an aod-vev koulskoude. Goloet e vez gant plant halofitek evel geotennoù pe strouezh[1][2]. Ur roll a-bouez-bras o deus ar plant-se evit stabilded ar palud rak pakañ ha derc'hel a reont gouelezennoù. C'hoari a ra ar paludoù ur roll a-bouez e-barzh rouedad boued an dourioù ha pourchas maguzennoù da loened an aod. Herberc'hiañ a reont loened-douar ivez ha perzh a gemeront e gwarez an aodoù[2].
Lakaet ez eus bet kalz paludoù sall e dañjer gant doareoù ober fall evit mererezh ha difenn an aodoù, da skouer pa veze kemeret douaroù gant an dud pe pa vezent saotret gant al labour-douar pe gant implijoù greantel all. Ouzhpenn-se, sav live ar mor abalamour da gemm an hin a laka paludoù all e dañjer, abalamour da rimierezh an aodoù ha da gonfontadur ar paludoù kozh[3][4]. Nevez zo eo bet anavezet pouez ar paludoù sall, gant an ekologourien ha gant ar gevredigezh dre vras, evit ar vevliesseurted, ar produuster ekologek hag evit servijoù ekoreizhadek all, evel bac'hadur ar c'harbon. A-drugarez d'an anavezadur-se ez eo gwellaet gwarez ha mererezh ar paludoù sall abaoe ar bloavezhioù 1980.
Notennoù
kemmañ- ↑ Adam, Paul (1990). Saltmarsh Ecology. New York : Cambridge University Press. ISBN 0-521-24508-7. OCLC 20217629.
- ↑ 2,0 ha2,1 Woodroffe, C. D. (2002). Coasts : form, process, and evolution. New York : Cambridge University Press. ISBN 0-521-81254-2. OCLC 48795910.
- ↑ (March 2001) "Effects of global climate change on coastal salt marshes". Ecological Modelling 139 (1): 1–15
- ↑ Climate Change in Coastal Environments (10 April 2014).