Panez
Ar panez (Pastinaca sativa o anv skiantel) zo legumaj kar d'ar c'harotez ha d'ar perisilh. Debret e vez o gwrizioù hir ha gwenn.
Ar panez a vez debret poazh, evel legumaj pe er soubenn. Gwechall e veze roet o delioù da zebriñ d'ar chatal.
Ar panez a vez gounezet er parkeier (Pastinaca sativa L.) n'int nemet un isspesad eus ar "panez-moc'h", a gresk o-unan en natur (Pastinaca sylvestris Mill.).
Kavout a reer panez-moc'h en natur en Europa a-bezh, e Rusia, Siberia hag all. Degaset e voe da lec'hioù all ivez, evel da Norzhamerika, er XVIIvet kantved.
Orin ar ger
kemmañUn amprest digant ar galleg eo ar ger panez, deut eus "panais" hag a zeu e-unan eus ar ger latin "pastinaca". Roud a gaver anezhañ er skridoù abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg, skrivet "panes".
Pikoù panez
kemmañLavaret e vez pikoù panez eus ar brizhennoù a vez war ar c'hroc'hen an den.