Pardon Koloreg
Pardon Koloreg a zo ur ganaouenn da zañsal.
Pozioù
kemmañAn deiz all, ha me oa bet e Pardon Koloreg.
Em boa gwelet ma mestrez war skalier ar vered.
Ha me 'vont d'he saludiñ, evel ken kaer ma oa.
Me a c'houlennas diganti, ha dimezet e oa.
Me n'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet.
Mes me raio fortun vad ma c'hemerfed da bried.
Me 'm eus madoù e ti ma zad ha kalz a barkeier.
Ha kezeg ar marchosi kapabl kouch ar reier.
Met pa oan erru enno, n'em boa gwelet netra.
Nemet ur c'hozh kazh bihan fall 'oa ket evit logota.
Daou wele a oa ivez a bep tu eus an tan.
Al liñselioù a oa warne oant ket deus ar re voan.
Al liñselioù a oa warno oant ket deus ar fin.
Nozvezh kentañ 'm oa kousket en doa kignet ma daoulin.
'Benn bremañ me cheñcho micher me 'z aio da wiader.
Ha lakain 'barzh ma gweleoù liñselioù lien sklaer.
(Diret)
Ha ma peus c'hoant da c’hoût piv en deus kompozet ar son.
Peus ken mont en toull sav en ur vezañ sur d'e gavet.