Parez
reizh evit ur plant pe ul loen
Ur barez, pa gomzer eus bevoniezh, eo an hini a zozv ar vioù, hag a zegemer reizh ha had ar par da speriañ ar vioù.
Ar vioù, pe vielloù, eo ar gametoù bras en engehentañ. Ar re vihan eo ar spergelligoù, aozet gant ar par. Ur barez n'hall ket engehentañ hep gametoù ar par, nemet e-barzh an engehentañ dre emrannañ. Un nebeud bevedoù a c'hall engehentañ dre speriañ pe hep speriañ kenkoulz all.