Gravitadur[1], kerc'hell, kerc'hellañ[2] a reer eus an hini gwanañ eus pevar etrewered diazez ar fizik, ar re all o vezañ an etrewered gwan, an etrewered kreñv hag an dredanwalrellouriezh[3].

Dre ar c'herc'hell emañ dalc'het ar planedennoù e kelc'htro en-dro d'an Heol

Fizik klasel

kemmañ

E fizik klasel ez eo ar gravitadur an dedennerezh a c'hoarvez etre an holl draoù o deus un tolz en hollved. Gallout a reer gwelet e levezon bemdez abalamour da nerzh dedennañ an Douar) a zalc'h ac'hanomp war al leur.

E 1687, ar fizikour saoz Isaac Newton a dermenas lezenn ar c'herc'hellañ, a lakaas da dalvezout koulz war an Douar hag en egor,] dre ar reollun :

 
  •   (force e saozneg) : nerzh er gravitadur, muzuliet e newtonoù (N).
  •   (gravity) : arstalenn ar gravitadur, a dalvez atav 6,6742 x 10-11 N·m2·kg-2 (pe m3·kg-1·s-2).
  •   ha   (mass) : tolzoù an daou gorf a zesach an eil egile, muzuliet kilogrammoù).
  •   (distance) : an hed etre kreizoù an daou gorf, muzuliet e metroù.

Teir islezenn a c'heller dezastum da heul kement-se :

  • seul vrasoc'h tolz ur c'horf ur c'horf, seul greñvoc'h e nerzh desac'hañ ur c'horf all ;
  • seul vrasoc'h an hed etre daou gorf, seul wanoc'h an desach kenetrezo ;
  • distag diouzh e dolz eo an dizh a zastum ur c'horf dre ar gravitadur ; heñvel eo tizh ur c'horf 100 kg e dozl ouzh hini 1 kg e dolz pa vezont desachet gant an Douar, an tizh-se o vezañ 9,80665 m·s−2.

Meur a wec'h ez eo bet gwiriekaet al lezenn-se dre arnodeoù skiantel. Ez teknikel ez eo mat a-walc'h evit lakaat traoù pounneroc'h eget an aer da nijal, hag evit kas tud betek al loar. Hiriv an deiz e vez lakaet d'un nesadur da zamkanadenn geñverelour ar gravitadur.

Damkanadenn geñverelour

kemmañ

Adalek 1915 ez eus bet kinniget gant Albert Einstein ur sell all ouzh ar gravitadur[4], gant damkanadenn ar geñverelezh hollek[5]. Ar gravitadur n'eo ket un nerzh ken, diskuilhadenn un distummadur eus an egor gant ar c'horfoù tolzek a zo ennañ eo.

Ar pezh en doa lakaet Albert Einstein, hag Isaac Newton en e raok, da gaout diskred war ar mod da zisplegañ ar gravitadur eo e tiskouez an nerzh-se bout « speredek » : nep tra, ne vern e dolz, a vuane er memes mod diwar e bouez — ar pouez o vezañ an tolz lieskementet dre nerzh dedennañ ur c'horf[6]. Pezh zo, un dra div wezh tolzennekoc'h eget unan all a vefe desachet div wezh muioc'h, ne vern e aozadur.

A. Einstein a verzas ar gudenn pa eveshaas ouzh an tu da ziforc'hañ etre daou veizad tolz :

  • an tolz « gravitadurel », a glot gant an nerzh dedennañ a vez oberiet gant ur c'horf (a zo kenfeurel gant tolz ar c'horf-se), un nerzh hag a c'heller lakaat d'un dinaou en egor-amzer abeget gant bezañs ur c'horf all, ha gouest da lakaat ar c'horfoù all da ziskenn betek ennañ ;
  • an tolz « diemlusk » pe an « diegi », a glot gant dazgwered ur c'horf ouzh forzh pe nerzh ; a-c'hinfeur gant an diegi-se eo ar buanadur gounezet diwar nep nerzh.

Al liamm etre an daou dolz a zlefe kemmañ hervez ar c'horfoù, dres evel m'eo disheñvel al liammoù etre tolz ur c'horf (muzuliet e kg) hag e ec'honad (m3). Setu 1 kg pluñv hag 1 kg [[plomm}}, ar memes nerzh gravitadurel oc'h oberiañ warno, a rankfe buanaat e doareoù disheñvel, hervez o zolz diemlusk inert : an hini diemluskañ a zlefe buanaat nebeutoc'h. Pezh n'eo ket gwir : an holl gorfoù a gouezh gant an hevelep tizh. Un taol degouezh burzhudus n'eo ket, ur c'heñver diazez eo, an hini embannet gant ar geñverelezh hollek just a-walc'h.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ofis ar Brezhoneg.
  2. Geriadur ar fizik Preder, 2006, p. 72-b ; Geriadur Ménard, 2020, p. 652-a.
  3. Gwan da vat eo ar gravitadur : 1029 gwech gwanoc'h eget an etrewered gwan, 1036 gwech gwanoc'h eget an dredanwarellerezh ha 1039 gwech gwanoc'h eget an etrewered kreñv.
  4. (de) Albert Einstein (1915), Die Feldgleichungen der Gravitation ("Reollunioù ar gravitadur")
  5. (de) Albert Einstein (1916), Die Grundlagen der allgemeinen Relativitätstheorie ("Diazez ar geñverelezh hollek")
  6. 9,80665 m/s2 eo an nerzh-se war an Douar, 3,72 m/s2 war Meurzh hag 1,625 m/s2 war al Loar. Ur c'horf 10 kg e dolz a bouez 98 N war an Douar, 37 N war Meurzh ha 16 N war al Loar.