Parsek

unanenn hedoù er steredoniezh

Er steredoniezh e reer parsek (TermOfis ; eus ar saozneg parsec), berraet dre pc, eus un unanenn a implijer evit muzuliañ hedoù bras-bras etre korfoù-egor a zo er-maez eus koskoriad an Heol. Kevatal eo da war-dro 30,9 milion a gilometradoù, eleze 3,26 bloavezh-gouloù (bg) ha 206 265 unanenn steredoniel (au).

Parsec / Parsek

Reizhiad Unanennoù steredoniel
Kementad Hedoù
Arouez pc

1 pc = 3,0857 x 1016 metr
206 265 au
3,26156 bg

Ijinet eo bet an unanenn-se evit eeunaat ar jediñ hedoù en egor, neuze e vez arveret er steredoniezh hag en astrofizik, petra bennak ma vez graet aliesoc'h gant ar bloavezh-gouloù el levrioù da ledañ ar skiantoù.

Gant ar parsec e reer peurliesañ evit muzuliañ hedoù e diabarzh Hent Sant-Jakez ; gant rakgerioù unanennoù an SI e reer avat evit hedoù brasoc'h : kiloparsec (kpc) evit ar c'horfoù-egor pellañ en hor galaksienn ha tro-dro dezhi, megaparsec (Mpc) evit ar galaksiennoù tostañ, gigaparsec (Gpc) evit ar galaksiennoù pellañ hag evit meur a gwazar.

Parsec zo ur berradur eus ar bomm saoznek a distance corresponding to a parallax of one second ("un hed kevatal d'un oleeunad un eilenn"), bet goveliet gant ar steredoniour saoz Herbert Hall Turner (1861-1930) e 1913[1].

  • Parallax / oleeunad : dilec'hiadur hañvalat lec'h un draezenn hervez lec'h un arseller a zo o sellet outi. Dre ar c'hogn a zo etre an daou lec'h hañvalat e vuzulier an oleeunad.
 

Emeur o sellet ouzh un draezenn a zo etre an daoulagad ha tri c'harrez.
Mar seller eus al lec'h A e weler an draezenn er garrezenn c'hlas (gwel A) ; mar seller eus al lec'h B e weler an draezenn er garrezenn ruz (gwel B).

An hed etre ar gwel A hag ar gwel B eo dilec'hiadur hañvalat an draezenn ; n'he deus ket fiñvet e gwirionez.

Ar c'hogn etre an daou hed-kouch eo hini an oleeunnad.

Termenadur

kemmañ

Daou zoare zo da dermeniñ ur parsec, an eil o vout kevatal d'egile evel-just.

  • An hed ma c'houstenn 1 unanenn steredoniel ur c'hogn 1 eilenn gwarenn (da lavaret eo 1 derez/3600).
  • An hed etre an Heol hag ur c'horf-egor gantañ ur c'hogn oleeunad kevatal da 1 eilenn gwarenn.

Diviz B2 an International Astronomical Union da geñver e XXIXvet Bodadeg Veur bet dalc'het e Helsinki e 2015 a dermenas talvoudegezh ar parsec :

  • 1 pc = 648 000 /   au = 206 264,80624709635656598954519745 au = 30 856 775 814 913 673 metr.[2].

Skouerioù

kemmañ
  • Proxima Centauri, ar steredenn a zo tostañ d'an Heol, zo war-dro 1,3 pc (4,2 bg ha 268 144,5 au) pell dioutañ.
  • Un nebeud kantadoù pc zo etre an Heol hag an darn vuiañ eus ar steredennoù a c'heller gwelet eus an Douar gant un daoulagad noazh, ar re bellañ o vout meur a kpc dioutañ.
  • War-dro 34 kpc (110 000 bg) eo treuz Hent Sant-Jakez, ha tremen 8 kpc (26 000 bg) zo etre an Douar ha kreiz ar c'halaksienn.
  • Ur 0,78 Mpc bennak (2,5 milion a vloavezhioù-gouloù) zo betek galaksienn Andromeda.


Kenfeurelezh an unanennoù SI en egor
pc bg au m
pc 1 3,2615 206 264,80 3,09×1016
bg 0,3066 1 63 242 9,46×1015
au 4,84×10-6 1,58×10-5 1 1,50×1011
m 3,09×10-16 9,46×10-15 1,50×10 -11 1

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Dyson, F. W.. The Distribution in Space of the Stars in Carrington's Circumpolar Catalogue. In : Monthly Notices of the Royal Astronomical Society, levrenn 73, niverenn 5, Meurzh 1913, p. 342 (enkargit ar PDF). Kavet : 14 C'hwe 25.
  2. (fr) Résolution B2 @ IAU. Kavet : 14 C'hwe 25.