Partit de la Nacion Occitana
Ar Partit de la Nacion Occitana ("Strollad ar Vroad Okitan") (PNO) zo ur strollad politikel okitan, savet e Nisa e 1959 gant Francès Fontan (1929-1979), awenet gant FLN Aljeria.
An hini kentañ eo eus ar strolladoù politikel a zo bet savet e framm Okitania, soñjet evel ur vro diouti hec'h-unan. Savet e voe evel ur gostezenn a-du gant dizalc'hidigezh ar vro, levezonet gant meur a luskad politikel, eus ar varksouriezh betek an anarkouriezh. Ur strollad bihan eo chomet atav ha n'eo ket gwall anavezet gant an dud dre vras en Okitania ; met un tamm levezon en deus bet war an emsaverien okitan memes tra.
Ur gelaouenn divyezhek a vez embannet gant ar PNO, Lo Lugarn, krouet e 1971. Betek 2004 e oa anavezet ar gostezenn gant an anv Partit Nacionalista Occitan (PNO ivez).